A-deiz-da-zeiz e tastumomp ur bern dle hag a bouezo war gein hor bugale. Rak arabat krediñ e vo disammet ar rummadoù tud a zeu diouzh hon dle deomp. Ur gwir chadenn sklavaj eo deuet da vezañ ha n’eo ket ar gouarnamantoù frankizour eus an tu-pellañ a vez e penn Bro C’hall a gredo dizleañ ar bobl diouzh he c’hredourien. Dav e vo deomp paeiañ an dle betek ar gwenneg diwezhañ tudoù !
Ne vo ket memes mod evit tout an dud avat. D’al lun 17 a viz mae ne chomas ket Emmanuel Macron da dermal pa oa bet anv da zibennfreuzañ glad Bro-C’hall : nullet eo bet dle Soudan gantañ ! Krenn ha krenn ! 5 miliard a zolarioù ! (4,2 miliard a euroioù) ! Hervez ar prezidant eo ar prof-mañ un doare da zegemer en-dro ar Soudan e « Sonadeg ar broioù ».
Gast ! Re binvidik eo ar Republik er mare-mañ surawalc’h…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine