2500 galisian a oa tolpet war ar Plaza del Obradoiro e Sant-Jakez de Compostella dilun dremenet evit difenn o yezh : ar galisianeg. Da geñver deiz al lennegezh c’halisian he doa galvet ar gevredigezh « Queremos Galego » an dud da vanifestiñ evit yezh ar vro. Hervez Queremos Galego eo ar galisianeg ar yezh nemeti e stad spagnol ha n’eo ket soutenet gant ar « Xunta », ar gouarnamant rannvro, met gant ar gevredigezh keodedel nemetken.
Somos a única nación do Estado na que a lingua está sostida exclusivamente na forza da sociedade, sen goberno e soporte institucional que o acompañe.#QueremosVivirenGalego pic.twitter.com/KQSnXOFgaY
— Queremos Galego! (@QueremosGalego) May 17, 2021
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine