Gant ar strollad A Mesa pola Normalización Lingüística a oa bet lañset an « Iniciativa Xabarin ». Krouiñ ur chadenn e galizeg evit ar vugale, ar chadenn Xabarin, a oa pal an emsaverien evit ar yezh. Dimerc’her e oa bet votet an intrudu gant ar parlamant galisian dre atiz ar gannaded BNG (broadelour) ha PsdeG (sokialourion).
Goulennet o deus ar gannaded e vefe kaset ar raktres da benn gant ar CRTVG, ar servij skinwell eus Bro-C’halisia.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine