E miz gwengolo, ar skol-vamm gentañ en iwerzhoneg dre soubidigezh eus ar C’hwech Kontelezh a vo digoret e reter-Belfast, da lavaret eo e kreizig-kreiz ar protestandva. « Naíscoil na Seolta » eo hec’h anv, da lavaret eo « Magouri ar Gouelioù ». £ 73 000 a zo bet lakaet er raktres gant Foras Na Gaeilge, an ensavadur a gas war-raok ar yezh e Bro-Iwerzhon a-bezh (26 ha 6 kontelezh).
Hiziv an deiz ez eus 7000 bugel er skolioù en iwerzhoneg dre soubidigezh er C’hwec’h Kontelezh.
Crédit photo : photo d’illustration
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine