Pebezh furlukinerezh ! Abaoe m’eo bet savet klemm ouzh al lezenn Molac dirak ar c’huzul bonreizhel muioc’h-mui a gannaded a denn o sin diwar an amoug. Lod anezhe o deus klevet dre ar mediaoù e oa bet lakaet o sin war an destenn zoken !
D’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ un dek bennak a gannaded (diwar ar 61 o deus savet klemm sañset) o deus goulennet e vefe barrennet o anv ha darn anezhe a zo fuloret-ruz, evel Sophie Beaudouin-Hubière, anezhi kannadez ar Vienne-Uhel (Limousin, ur rannvro okitan), hag he embannet sklaer he soñj war he fajenn Facebook.
Hervez ur pennad embannet war « Le Parisien », renerez kabined Jean-Michel Blanquer an hini eo he defe skrivet an amoug. Kement hag ober…
Dre ma’z eus ezhomm a 60 kannad d’an nebeutañ evit sezisañ ar c’huzul bonreizhel, n’eo ket sur ez aio ar c’havailh a-enep hor yezhoù betek penn.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Amoug a-enep al lezenn Molac : 10 kannad e-maez ar jeu”
Merci Madame, un gilet jaune bretonnant et Occitànophone.