« Ezhomm zo da gaout muioc’h a boliserien a oar iwerzhoneg er gaeltachtaí » setu ar pezh a vez lavaret gant Rónán Ó Dómhnaill anezhañ ar « coimisinéir teanga », da lavaret eo komiser ar yezh iwerzhoneg en e rentañ-kont diwezhañ.
Hervezañ n’eus ket a-walc’h a boleserien a oar ar yezh er c’hontreoù-se ha n’eo ket diouzh al lezenn. Ur poliser diwar tri a oar iwerzhoneg nemetken er gaeltachtaí ha n’eo ket a-walc’h. E 2011 e oa bet tañset an Garda Síochána dija gant ar c’homiser met n’eo ket bet kemeret tamm diarbenn ebet evit stummañ ar boleserien d’ar yezh.
Crédit photo : flickr (cc) https://www.flickr.com/photos/18378305@N00/10337237926
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine