Disul dremenet eo bet aozet ur vanifestadeg e Santiago de Compostella evit emdidermenañ ar Galis. « Ur vroad eo Galisia, ur bobl gant gwirioù » e oa lugan an tolpadeg. Gant ar savenn « Via Galèga » e oa aozet ar vanifestadeg hag ur mil hanter a dud a gemeras perzh enni. Dav e oa d’an aozerien lakaat ar vanifesterien da zoujañ d’ar protokol COVID penn-da-benn.
Un dek ha tri-ugent bennak a strolladoù az a d’ober Via Galèga mui 1500 ezel.
[SOCIAL] Inicia manifestación de Vía Galega na Alameda de Santiago de Compostela. pic.twitter.com/zxD24RWcAe
— Nós Diario (@NosDiario) April 18, 2021
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ur mil hanter a dud evit emdidermenañ Galisia”
Gourc’hemnnoù deoc’h evi tho pennadoù brezhoneg a lennan bemdez, an holl anezho.
A-wechoù, avat, e kavan drol troiennoù ‘zo, evel « emdidermenañ » amañ peogwir e talvez « di » kement hag ar c’hontrol. « emdermenañ » a vefe komprenusoc’h amañ d’am soñj