E miz gwengolo a zeu e vo digoret un ikastola nevez e Bardos, da lavaret eo e bro xarnegu, e norzh pellañ an Ipparalde (Bro-Euskadi an Norzh). Ur vro hiron eo bro Xarnegu e norzh Euskadi.
Hanter gaskon hanter euskarad n’eo ket ur ral gwelet tud a oar an div yezh eno (okitaneg gaskon hag euskareg) mui ar galleg evel just. Urt, Mouguerre, Briscous, Bardos pe La Bastide-Clairence a zo er vro xarnegu. Panelloù divyezhek euskareg-gaskoneg a weler amañ hag ahont.
An 38vet ikastola (skol en euskareg dre soubidigezh evel Diwan) a vo hini Bardos, « Xarnegu Ikastola » e vo hec’h anv (ikastola ar vro Xarnegu).
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine