Abaoe deroù ar XVIIIvet kantved, tudigoù eus an Highlands hag an inizi Hebridez o deus graet o annez e Nova Scotia, un enezenn war-dal ar C’hanada. En holl e vefent bet 15 000 o treuziñ ar mor. Ha kaset gante o yezh, ar gouezeleg. Hiziv e vez komzet c’hoazh gouezeleg gant o deskinnidi e Nova-Scotia ha pa ez a implij ar yezh war-zigresk. Kentelioù gouezeleg a zo e 60 skol kentañ derez eus an enezenn.
Divizet eo bet ar miz-mañ sevel ar skolaj kentañ e gouezeleg gant gouarnamant emren Nova-Scotia. Beinn Mhabu a vo e anv. $1,92 milion a vo lakaet er raktres. Ul leandi kozh a vo renevezet evit reiñ bod d’ar skolaj. Met ouzhpenn ur skolaj a vo er savadurioù. Ur radio holl-c’houezelek hag ur chomadenn arzour a vo ivez. Sevel ur « pol ar gouezeleg » nevez evit ar yezh hag ar sevenadur eo pal ar raktres.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine