Emañ kuzul Europa o paouez embann ar rentañ-kont nevez diwar-benn priziañ Karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet er broioù m’eo bet peursinet ganto. Hag evit a sell ouzh Bro-Spagn n’eo ket mat an disoc’hoù.
Evit a sell ouzh ar galisianeg da skouer emañ pell Yann diouzh e gazeg. Er skolioù kement hag el lezioù barn, n’en deus ket Madrid dalc’het d’e c’her. Skoilhoù a zo c’hoazh evit ar re a fell dezho ober gant yezh ar vro. Er skolioù da skouer, n’eus ket nemet 23,9% eus ar vugale dindan 15 vloaz a oar galisianeg. Hag e-touez ar re ne ouiont ket ar re all, darn ne ouiont na bu na bu e galisianeg, pezh ne oa ket gwir betek-henn. Ha divyezhek an deskadurezh e Bro-C’haliza sañset !
Er skolioù, an danvezioù « kalet » evel ar matematikoù, ar fizik-kimiezh pe an teknologiezh a zo kelennet dre ret e kastilhaneg ha n’eo ket e galisianeg. Padal, e Bro-Euskadi ha Bro-gKatalonia n’eo ket memes mod.
Gwasoc’h zo, er c’hêrioù eo ur ral klevet galisianegerien yaouank. A-boan 1% a oar ar yezh er rummadoù yaouankañ.
Source : https://www.nosdiario.gal/articulo/lingua/galego-ensino-lingua-secuestrada/20210405152112118928.html
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Galiza : nebeutoc’h-nebeutañ a vugale divyezhek”
Dommage que le titre ne soit pas traduit
Galice: de moins en moins d’enfants bilingues.