« Etxe Hutsa = exte libre » (Ti goulo = ti dieub), « Aski da » (trawalc’h), setu ar pezh a c’hell an nen lenn e mogerioù zo eus kêr c’hGéthary goude dibenn-sizhun pask. Pegsunioù « Stop Tourisme » a zo bet peget un tamm e pep lec’h e kêr ivez. Trouz a zo e Bro-Euskadi evel e Breizh diwar-benn an tiez-hañv hag a laka ar prizioù da greskiñ. N’hall ket mui tud ar vro prenañ pe feurmiñ tiez marc’had-mat !
Ar sizhun dremenet e oa bet taget ar memes luganioù e Hendaye Hag Urrugne. Eno e oa bet taget « Parisiens, virus du Pays Basque » zoken.
E kêr c’hGéthary ez eus 50% a tiez-hañv.
Crédit photo : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine