Taget eo bet mogerioù Pornizh (44) gant luganioù a-enep ar c’hêriekadur e-pad an noz etre ar meurzh 30 a viz meurzh hag ar merc’her da heul.
Un ajañs-tiez hag an ti-kêr mui 8 lec’h all a zo bet taget en holl. « Harz d’ar c’hêriekadur !», « er-maez ar benngaserien » ha tagoù a-enep ar maer hag ar maer kozh a c’helle an nen gwelet d’ar merc’her vintin. An ti-kêr he deus savet klemm ha den ne oar piv en deus graet an taol.
Le maire de Pornic porte plainte contre les tags injurieux https://t.co/A4MfXMYFnC
— ElThéo (@LuckyTheo64) March 31, 2021
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine