Da heul ur mennad kinniget gant ar strollad « Pà Aiacciu » (broadelour), divizet eo bet gant kuzul-kêr Aiacciu (Korsika) kinnig d’ar familhoù levrigoù-familh divyezhek (korseg-galleg) « evel e Breizh ». A-benn nebeut e vo lakaet e pleustr an diviz-se hag anv zo da vont pelloc’h gant implij ar yezh er melestradur kêr.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine