Abaoe fin miz genver emañ ar gevredigezh c’halizian « A Mesa pola Normalización Lingüistica » o rastelaat sinoù evit ma vefe kinniget un danvez-lezenn er parlamant galizian diwar-benn ur chadenn skinwell e galisianeg evit ar vugale.
« Iniciativa Xabalin » eo anv ar c’houlzad-mañ. Hervez al lezenn eo ret d’an emsaverien c’halizian rastellaat 2 500 sin evit ma c’hellfe an danvez-lezenn bezañ kinniget d’ar parlamant. Hiziv d’an 31 a viz meurzh e echue ar c’houlzad gant ur sinadeg diwezhañ e Pontevedra. Kontet e vo ar sinoù rastellaet met gouzout a ra dija ar gevredigezh ez eus bet rastellaet kalz muioc’h eget 2500 sin.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine