Ur yezh eus su-pellañ Bro-Estonia eo ar setoeg. Evel an estonieg eo ur yezh finno-ougrian hag a vez komzet gant 12 000 seto c’hoazh. An hanter anezhe a zo estonian hag an hanter all a zo rusian rak tremen a ra ar vevenn etre an div vro dre greiz ar « setomaa », da lavaret eo ar « setova » e brezhoneg.
En diskar-amzer e kêr Värska, (kontelezh Võru) e vo digoret ur « liorzh ar vugale », seurt skol-vamm eus broioù ar reter, e setoeg. An hini kentañ a seurt-se eo. Ur strollad a vammoù eo en deus savet ar skol, mennet ma’z int gant yezh o fobl.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ar skol-vamm gentañ e setoeg a vo digoret en diskar-amzer”
Ur yezh finno-ougrian zo e Bro-Lettonia (liveg).