Disul e vo ar votadeg diwezhañ war dalc’h ar Jura : hini kêr vMoutier. Dibabet e vo gant tud Moutier e peseurt kanton o deus c’hoant mont. Hini Bern (alamanegour) pe hini ar Jura (gallegour) savet e 1979.
Gwall-daolioù hag emgannioù a zo bet er Jura suis abaoe ar bloavezhioù 70 pa voe savet ar Jura gallegour diàr-goust kanton Bern. Met chom a reas 4 distrikt eus ar Jura istorel e kanton Bern goude an disrann (hini Moutier en o zouez), seurt « Ulster ar menezioù » e berr komzoù. Abaoe e stourm an emsaverien jurasian evit adpakañ an tiriadoù chomet dindan dalc’h Bern e 1979…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Moutier er Jura gallegour suis pe get ?”
Galleg a vez komzet beteg Bienne (Biel) gant an alemaneg.