E-keit m’emañ al liseidi e Breizh « o vanifestiñ evit an hin » (pe kentoc’h oc’h ober ar c’hiz, evel Greta Thunberg) emañ al liseidi broadelour eus Korsika o vanifestiñ evit o yezh. D’ar yaou 25 a viz meurzh e oa emsaverien U Cullitivu I Liceani Corsi tolpet dirak al liseidi evit klemm « diwar-benn ar bolitikerezh yezhel kaset gant Paris a-enep er c’horseg ». Ha tud a oa !
Herveze ne vez ket graet netra gant Paris evit ledanaat ha kreñvaat kelenn ar c’horseg en deskadurezh, pezh a lakfe ar c’horseg da vervel tamm-ha-tamm.
E-barzh ar c’hevrad Stad-Rannvro 2016-2021 e oa anv eus 20% a skolioù divyezhek e 2021. A-boan ma’z eus 2% e gwirionez.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine