Tra ma’z a war-gil implij ar galleg er C’hebek ha dreist-holl e Montreal setu maerez Montreal Valérie Plante (tu-kleiz) oc’h embann e vo roet lañs d’ur steuñv ober evit ar galleg e kêrbenn Bro-Kebek.
Diazezet e vo ar steuñv war tri zra :
– Bezañ ur skouer
– Bezañ emren
– Bezañ ebarzhus (novlangue -Notenn ar redaktour)
Evit hen ober e vo krouet ur « priz » roet bep bloaz d’an nep en deus kaset war-raok ar yezh, war un dro e vo soutenet an holl raktresoù a vroudo implij ar yezh er gevredigezh, da gentañ holl e metoù an aferioù ha, da echuiñ, e vo krenvaet ar c’hentelioù galleg kinniget d’an enbroidi (setu perak e rank ar steuñv bezañ « ebarzhus » moarvat).
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ur steuñv ober evit kas war raok ar galleg e Montreal”
E brezhoneg, gant ar kemmadurioù, ne vo ket aes ar skritur ebarzhus. Gwell a se !