D’an 08 a viz ebrel e vo votet en-dro er parlamant war al lezenn Molac evit ar yezhoù rannvro. Met penaos e vo votet gant kannad ho pastell-vro eta ? Gant ar c’henstroll « Evit ma vevo hor yezhoù » ez eus bet savet ur gartenn etreoberiat evit gouzout petra zo bet embannet gant kannad-mañ-kannad. Bep un tammig e vo leuniet ar gartenn evel just rak lod n’o deus ket respontet c’hoazh d’ar c’henstroll.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine