Ur c’harr-tan nevez he deus bet polis-kêr Argantred hag hemañ a zo floket e brezhoneg hag e gallaoueg.
Warnañ emañ skrivet « Argantred » hag « Arjentrë », anvioù ar gêr e brezhoneg hag e gallaoueg.
En Il-ha-Gwilun emañ kêr Argantred ha sinet eo bet karta ar brezhoneg ha karta ar gallaoueg gant an aotroù maer Jean-Noël Bevière e anv ar c’huzul-kêr.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine