A-benn an distro-skol 2022 e vo ar c’hreoleg yezh kelenn ofisiel en holl skolioù eus Sainte-Lucie, un enezenn dizalc’h eus Antilhez.
Lakaat ar vugale da zeskiñ lenn ha skrivañ e kreoleg a-benn fin ar skol kentañ derez eo pal ministrerezh deskadurezh-stad an enezenn. Asambles gant ar skolaerien ha tud ar vugale e vo kensavet ar raktres-mañ.
Tro 165 000 anneziad a zo o chom e Sainte-Lucie. Saozneg eo yezh ofisiel nemeti ar vro met 75% eus an dud a ra gant ar c’hreoleg diwar galleg er vuhez pemdeziek.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sainte-Lucie: ar c’hreoleg, yezh ofisiel er skolioù e 2022”
En enezenn Dominica ivez, e vez komzet kreoleg gant 80% ar poblañs. Koulskoude n’eo ket yezh ofisiel kennebeut.