Antur Cyw, un arload evit ar vugale krouet gant ar chadenn skinwell e kembraeg S4C, a zo bet troet e brezhoneg hag e kerneveureg. E 2020 e oa bet lañset gant S4C evit ma c’hellfe ar vugale kembraegerien deskiñ dre c’hoari. Ur seurt park avañturioù galloudel eo Antur Cyw ma c’hell ar vugale ober c’hoarioù yezh ha kontañ, sevel tonioù ha livañ tresadennoù e krembraeg penn-da-benn, ha bremañ e brezhoneg ivez !
Moaien zo da bellgargañ an arload evit netra war ar savennoù Apple, Android hag Amazone.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2018, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Arload ar chadenn skinwell kembraek S4C troet e brezhoneg !”
Souezhet-marv on gant an nevezenti-mañ ! Dispar eo ! Trugarez deoc’h ! Emaon o vont d’ober bruderezh.