Hervez ur studiadenn nevez, e enez Anglesey ne zeu ket a-benn ar c’hard eus ar tiegezhioù ma vez komzet kembraeg gant an tad hag a vamm da dreuskas ar yezh d’o bugale. Koulskoude, un drederenn eus an tiegezhioù ma vez komzet kembraeg gant an tad pe ar vamm a zeu a-benn da zeskiñ ar yezh d’o re.
Perak ez a war ziskar niver ar gembraegerien war enez Anglesey eta ? Abalamour d’an divroidi, ha dreist-holl d’an divroidi saoznegerien. E 1951 e oa kembraeger 80,1% eus an dud o chom en enezenn hag e 2011 ne oa ket nemet 57,2%. Abaoe 2016 e klask kuzul an enezenn lakaat ar sifr da dizhout an 60%. Gwelet vo ha tizhet eo bet ar pal pa vo embannet disoc’hoù an niveradeg a vo aozet ar bloaz-mañ.
Muioc’h-mui a dud a zo en enezenn met nebeutoc’h-nebeutañ a gembraegerien, siwazh. Tro Holyhead n’eus ket nemet 58,8% a gembraegerien da skouer ha betek 90,4% e kreiz an enezenn, m’emañ rouesoc’h an implijoù avat.
Crédit photo : flickr (cc https://www.flickr.com/photos/alwyn_ladell/7182153638 )
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine