Peseurt yezh a veze komzet er C’hroasant, un tiriad stumm ur bara kornieg e norzh uhelañ Okitania ? Rannyezhoù okitanek pe rannyezhoù oïl ? Pe ur meskaj etre an holl ? Abaoe bloavezhioù e vez studiet parlant pe parlantoù ar C’hroasant, ar « marcheg », gant ar CNRS. War ar rouedadoù sokial e vez skignet disoc’hoù labour an enklaskerien, ha dedennus-kenañ anezhañ.
Kement ha brudañ labour e strollad enklaskerien e tivizas Nicolas Quint, kenurzhier raktres ar CNRS, e vefe troet ar Priñs Bihan, levr Antoine de Saint-Exupery, e marcheg an Indre, an « eguzoneg ». Asambles gant komzerien a-vihanik e voe kaset al labour-se da benn gant Roselyne Chomette-Newhouse, ur gelennerez saozneg war he leve. « Le P’tit Prinss’ » a zo bet embannet e penn kentañ miz meurzh.
E 2020 e oa bet troet penn-oberenn Saint-Exupery en ur parlant marchek all : hini Fursac e departamant ar C’hreuz, dindan an anv « Le Pitit Prince ».
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine