Betek ar 26 a viz meurzh e c’hell ar gannaded katalan dibab prezidant nevez ar Generalitat. Peseurt marc’had a vo tonket etre an dizalc’herien, avat, amañ emañ an dalc’h. Da c’hortoz eo bet dilennet hiziv (12/03) prezidantez ar parlamant : Laura Borràs an hini, plac’h Junts anezhi, da lavaret eo strollad ar prezidant en harlu Carles Puigdemont. 64 mouezh a zo aet war anv Borràs (Junts + ERC) ha kannaded ar C’hup (tu-kleiz pellañ dizalc’hour) a zo chomet hep votiñ.
Setu penaos emañ renerezh ar parlamant bremañ :
Prezidantez: Laura Borràs (Junts) Bez-Prezidantez 1a: Anna Caula (ERC) Bez-Prezidantez 2a: Eva Granados (PSC) Sekretour 1r: Ferran Pedret (PSC) Sekretour 2n: Jaume-Alonso Cuevillas (Junts) Sekretour 3r: Pau Juvillà (CUP) Sekretourez 4t: Ruben Wagensberg (ERC)
En holl : Dizalc’herien: 5 post (ERC 2, Junts 2, CUP 1) Unvanerien: 2 bost (PSC 2)
Crédit photo : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine