4 c’helenner normaneg enez Jerze a laboure e skolioù an enezenn betek-henn.
Tri c’helenner a vo titlet a-benn nebeut gant ar gouarnamant emren evit o sikour. Abaoe m’eo bet lakaet ofisiel ar « Jèrriais » d’an 12 a viz c’hwevrer 2019 ez a war-gresk an niver a eurvezhioù gouestlet d’ar yezh e skolioù an enezenn. Goude pask e vo roet lañs da zaou raktres nevez zoken. Unan anezho a zo dedennus kenañ : e skol Plat Douet (https://www.platdouet.sch.je) bep sizhun e labouro ur c’helenner jerzeg e-pad tri devezh gant bugale skol-vamm. « Tost evel ur skol divyezhek » eme Ben Spink unan eus ar gelennerien-se.
Evit poent e vez lakaet ar pouez war ar skolioù kentañ derez kement ha bouetaat ar skolajoù m’eo bet lañset kentelioù jerzeg ivez. Reiñ kentelioù jèrriais e holl skolioù an enezenn eo pal ar gelennerien hag ar gouarnamant emren.
Crédit photo : breizh-info.com
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine