« Gaelg21 » setu an anv a zo bet dibabet evit gouel ar yezhoù gouezelek a vo aozet e enez vManav etre an 9 a viz even hag an 9 a viz gouere a za. Ouzhpenn ar « gaelg », yezh geltiek enez vManav, a vo lidet e-pad an daou vizvezh-se, an iwerzhoneg hag ar gouezeleg eus Bro-Skos a vo enoret ivez. E broioù keltiek ma vezont komzet e vo aozet darvoudoù met ivez e Nova-Scotia, ur proviñs eus ar C’hanada, ma vez komzet c’hoazh gouezeleg Bro-Skos gant diskennidi skosiz o deus divroet eno en XVIIIvet kantved.
Dibabet eo bet ar mizioù even ha gouere gant manaviz peogwir e kloto an daouvizvezh gant un darvoud etrebroadel anvet « Colmcille1500 ». Gouestlet da Sant-Koulm e vo Colmcille1500. Ur sant a guitaas an Iwezhon tro 580 evit kas a gwir feiz d’an Europa a-bezh e oa eñ. Gantañ eo bet savet abatioù ha manatioù un tamm e pep lec’h ken m’emañ kontet bremañ da avielour pennañ Europa. E-pad ar Colmcille1500 e vo komzet eus e vuhez hag e levezon war an arzoù, ar glad met ivez eus er stumm a lakaas gant ar yezhoù gouezelek.
Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Gouel ar yezhoù gouezelek e miz even ha gouere”
Pebezh plijadur eo lenn ur pennad e brezhoneg bemdez war Breizh-info !
Trugarez deoc’h !
Marcel Texier
Sur eo ha n’eo ket marteze! … Hag ouzhpenn plijadur vras zo ganin ivez!