Daoust hag eo montenegreg ur yezh disheñvel diouzh ar serbeg-kroateg ? Amañ emañ an dalc’h.
Ar pezh zo, montenegriz kar-o-vro a glask goveliañ ur standard montenegreg dizalc’h diouzh ar serbeg hag ober ganti er vuhez pemdeziek kement hag er skolioù. Hogen, un tamm evel e Belarus, emañ cheñch-dicheñch mennozhioù stur ar gouarnamant war an dalc’h-se hervez piv a zo e penn ar vro. Er mare-mañ ez eus kentoc’h ur gouarnamant pro-serb, hervez ar batrioted bepred. Gouez dezhe e klaskfe Zdravko Krivokapic serriñ skol-veur Cetinje, an hini nemeti ma vez kenteliet ar yezh hag al lennegezh montenegrin. Soutenet e oa ar skol-veur-se gant ar ministr-kentañ kozh, ar sokialour Milo Djukanovic. Hogen, n’eo ket memes kont gant ar mirour Krivokapic. Hemañ n’eo ket ken entanet gant ar raktres broadel da c’hoveliañ ur yezh montenegrek distag diouzh ar serbeg-kroateg. Pezh a ra trouz er vro, dreist-holl er metoù patriot. Dilun dremenet e klaskas miliadoù a dud, kelennerien ha studierien batriot, mont-tre dre enfreuz e-barzh minister an Deskadurezh, ar Sevenadur, ar Skiantoù hag ar Sportoù, fulor ruz enno.
E 2011 eo bet lakaet ofisiel ar montenegreg en holl skolioù tra ma komz kentoc’h serbeg an dud er Montenegro. Hervez niveradeg 2011, 44% eus tud ar Montenegro a gomz serbeg ha 36% a gomz montenegreg. Met niverus-kenañ eo ar gumuniezh serb er Montenegro ha darn eus Montenegriz a sell ouzh o bro evel ur proviñs eus Serbi pe « Serbi-veur », evel ma oa mui pe vui da vare ar « Yougoslavi alaouret ».
Crédit photo : Pixabay (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Emsaverien ar montenegreg a-enep ar gouarnamant”
Bez ez eus yezhoù luksembourgeg (pe rannyezh alemaneg ?). Leoneg, aragoneg, astureg, e Stad spagnol ? Silezieg slavek ? Silezieg germanek ? N’eo ket aes atav.