Betek penn kentañ an XIXvet kantved e veze komzet brezhoneg en Turball, ur gumun eus Bro-Gwenrann e Liger-Atlantel.
Panelloù divyezhek brezhoneg-galleg a zo e mont-treoù ar gêr abaoe bloavezhioù met ne oa ket panelloù-straed c’hoazh. Staliet eo bet unan ar sizhun dremenet war hent Pen-Bron : « Hent an Doktor François Moutet » eo deuet da vezañ. Ur medisinour hag a labouras a-hed e vuhez evit an dud nammet e oa François Moutet marvet d’ar 14 a viz here 2020. Rener mezegel kreizenn Pen-Bont (ur greizenn evit an dud nammet) e oa eñ a-raok mont war e leve e 2016 ha breizhad-tre anezhañ ! Er bloavezhioù 80 e oa roet lañs d’ur verdeadenn evit an dud nammet. 200 anezhe a verde war ar mor e-pad un devezh a-drugarez da 150 bag ha 1200 den a youl vat a ra war o zro.
Evit enoriñ e vemor ez eus bet roet e anv d’ur straed ha lakaet divyezhek ar blakenn. Goude kêr Naoned eo an Turball an eil kumun eus Liger-Atlantel o staliañ pannelloù-straed divyezhek brezhoneg-galleg.
Photo d’illustration : pixabay (cc)
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine