Votadegoù en Izelvroioù : an emsav evit ar frizeg a sav e vouezh

Prestik e vo ar votadegoù rannvro e Bro-Friz ur proviñs eus Izelvroioù. Da geñver ar c’hendiviz etre pennoù bras ar strolladoù politikel pennañ ez eus bet kaset un dornad a arc’hadurioù gant an emsav evit ar frizeg d’an danvez dilennidi.

Da gentañ holl e c’houlenn Kuzul an Emsav Frizon e vefe doujet muioc’h d’an engouestloù bet kemeret gant ar gouarnamant e-barzh stern karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet. Hervez ar C’huzul « ne gav ket ar frizegourien o c’hont c’hoazh ».

Abaoe 1980 ez eo un danvez ret ar frizeg en holl skolioù eus Bro-Friz. Hogen, 41 vloaz war-lerc’h n’eus ket ‘met 20% eus ar skolidi o deus desket lenn ha skrivañ en o yezh. Arc’hiñ a ra ar C’huzul e vefe cheñchet penn d’ar vazh. Goulenn a ra e vefe muioc’h a eurvezhioù e frizeg er skolioù, dreist-holl er skolioù eil derez.

Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Ober anaoudegezh gant ar frizeg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky