D’an 21 a viz meurzh e krogo an niveradeg e Iwerzhon an Norzh. Betek-henn, n »halle ket respont an dud en ulster-skoteg. Ar wech-mañ e c’hello diskennidi skosiz an douaroù izel respont en o yezh hag ouzhpenn-se eo bet troet an teuliadoù displeg e 17 yezh, yezhoù an enbroidi en o zouez, anat deoc’h, met ivez an ulster-skoteg.
Un niveradeg en-linenn e vo. An hini kentañ mod-se. Er C’hwec’h kontelezh e vez goulennet o identelezh vroadel gant an dud. Moaien vo da respont « Ulster-skotad » d’an neb a venno. Evel just e vo goulennet gant an dud rezisaat o relijion, pezh a ziskouezo splann penaos emañ poblañs ar C’hwec’h Kontelezh hiziv. Ne vo ket embannet an disoc’hoù a-raok diskar-amzer 2022.
Crédit photo : https://petermoloneycollection.wordpress.com/2005/01/09/4000-years-of-ulster-scots/
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Iwerzhon an Norzh : moaien vo da respont en ulster-skoteg”
Ulster-skoteg n’eo ket ur yezh keltieg dreist-holl. En Ulster (Ulaidh) ha Bro-Skos, un tammig evel gallaoueg eo, a gav din.