Arabat lavarout « Ea !» (Ya) d’ho pried dirak ur maer bennak e Kerne-Veur war a seblant. Hervez Kuzul Kerne-Veur n’eo ket reizh, hervez al lezenn, d’ober gant ar yezh gerneveurek evit respont d’un ofiser marilh ar boblañs pa vez kemeret unan bennak da bried. Droad zo d’ober ul lodenn eus al lid e kerneveureg met n’haller ket fortuniañ penn-da-benn e yezh istorel Kerne-Veur rak ar gerioù asañtin a zlee bezañ e saozneg.
Ur c’houplad eus Kerne-Veur, Steph Norman hag Aaron Willoughby, o doa goulennet bezañ dimezet e Kerneveureg, ur yezh hag a zo bet desket ganto o-daou. Hogen, ar sizhun dremenet, ez eus bet respontet « No » dezhe ha n’eo ket « Ea ». Padal ez eus un nemedenn e-barzh al lezenn saoz war an eurediñ bet votet e 1949, met talvezout a ra evit tud Bro-Gembre nemetken. E Bro-Gembre ez eus droad d’ober un eured penn-da-benn e kembraeg met ket e Kerne-Veur ma ranker lavarout ar gerioù diwezhañ e saozneg. Evit poent ?
Hervez ur studiadenn bet graet e 2015, etre 300 ha 400 den a ouife kerneveureg ha 5000 den all a vefe gouest da chaokañ un nebeut gerioù. Ur yezh tost-tre eus ar brezhoneg eo kerneveureg.
Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
5 réponses à “Arabat dimeziñ e kerneveureg !”
Aucune traduction, pas de résumé, et pas de traducteur en ligne…
Article concernant l’interdiction faite aux maires de Cornouaille britannique de célébrer le mariage en cornique, langue la plus proche de la langue bretonne.
Koulskoude, anavezet eo ar pobl kerneveurat gant ar Stad saoz, à gav din.
Gla’harus eo diviz melestradur ar Rouantelezh « Unanet » e-kever an euredoù e Kernev-Veur ma ‘z eo aotret ganti ober al lidadeg a-bezh gant ar ‘hembraeg e Bro-Gembre.
An Hobys Chaptra I in Kernowek / An Hobys abadenn e Kerneveureg :
https://www.youtube.com/watch?v=mVXZg6_JdmE
Fentus! Tost-tre ar Brezhoneg eo ar Kerneveureg.