Klask a ra an EPCI Euskal Herria kas war raok implij ar yezhoù (euskareg hag okitaneg gaskon) er 158 kumun a ya d’ober an ensavadur publik. Met betek-henn ne oa ket memes mod evit ar c’humunioù, estreget e teir anezhe : Miarritze (Biarritz), Baiona (Bayonne) ha Hendaia (Hendaye) e oa treut ar peuriñ evit yann euskaregour.
Gant an teir c’humun-se ez eus bet lakaet e pleustr ur bolitikerezh evit ar yezh euskareg, pas evit an okitaneg gaskon siwazh ha pa m’emañ Biarritz ha Bayonne er gaskonegva. Rak ez eus ur gaskonva e Bro-Euskadi : e 15 kumun (Anglet, Bayonne, Biarritz, Bardos, Bidache, Boucau, Came, Guiche, La Bastide-Clairence, Lahonce, Mouguerre, Sames, Urcuit, Urt ha Villefranque) eus Ipparalde (Bro-Euskadi an norzh) hag un dornad eus Hegoalde (Bro-Euskadi ar su) gwechall ne oa ket euskareg yezh ar vro, an okitaneg gaskon ne lavaran ket.
Teknisianed an euskareg a zo bet titlet en teir c’humun evit kas war-raok an euskareg neuze. Tri zeknisian a zo Biarritz, 1,5 e Bayonne hag unan e Hendaye. Ha bodadoù a breder, er c’huzulioù-kêr, war dazont ar yezh.
E Ziburu (Ciboure) ez eus bet savet d’an 28 a viz genver ur « bodad trakêr evit an euskareg » ivez. Bodañ an ensavadurioù a labour evit ar yezh ha kreñvaat al liammoù etre an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel ha yezhel eo pal ar bodad-se.
Kumunioù all a zo e soñj ober an hevelep tra, da lavaret eo sevel bodadoù evit ar yezh pe titlañ teknisianed evit kas war raok an euskareg. En o zouez : Ustaritz, Urrugne, Mauleon ha Saint-Jean de Luz. E Mauleon anv zo da lakaat divyezhek euskareg (eus Bro-Soule, seurt gwenedeg an euskareg !) – galleg an holl paperachoù skrivet gant ar gumun, zoken.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine