Setu ur video-brezegenn hag a vo dedennus hep mar ebet : « Yezhoù rannvro e Bro-Frañs. Penaos emañ an traoù, peseurt dazont evito ? ». Dilun a za e vo dalc’het war internet (22 a viz c’hwevrer) adal 6e30 GM.
Frédérique Espagnac, anezhi senedourez PS euskarad a gemero perzh er brezegenn. Anavezet eo abaoe pell evit difenn an euskareg hag ar brizonidi bolitikel euskarad (gwreg Jean-Baptiste Lemoyne eo hag a zo sekretour stad er gouarnamant Castex).
Paul Molac, anezhañ kannad pastell-vro reter Morbihan, paotr ar yezhoù rannvro ma’z unan, a lavaro e soñj ivez. Kinniget zo bet gantañ un danvez-lezenn evit ar yezhoù rannvro er parlamant. Emañ ar gannaded o prederiañ warni c’hoazh.
Ha neuze Joaquim Nadal, bet ministr ar gouarnamant katalan, maer Girona ha daneveller al lezenn war ar yezhoù e Katalonia. Ha ma’z eus ur skouer da heuliañ eo hini Katalonia evit a sell ouzh ar yezhoù rannvro.
Gant ar c’hazetenner Michel Feltin-Pallas e vo lusket ar video-brezegenn. E L’Express e labour hemañ ha bep sizhun e skriv ul lizher-kelaouiñ diwar-benn plas ar galleg hag ar yezhoù rannvro er gevredigezh a-vremañ. Ober berzh a ra al lizher-mañ e bed difennerien ar yezhoù rannvro rak ur lizher-kelaouiñ eus ar vegenn eo.
Gant ar gouarnamant emren katalan eo aozet ar video-brezegenn-mañ, seurt « soft-power » evit a sell ouzh ar yezhoù rannvro ha plas ar rannvroioù er Republik gall hag en Europa marteze…
Evit kemer perzh :
https://www.youtube.com/watch?v=HtQ8NevTYYM&feature=youtu.be
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine