D’ar 16 a viz c’hwevrer e oa bet un dolpadeg e Kleder e Bro Leon evit difenn ur c’hlas divyezhek e skol bublik ar gumun. Tud ar skolidi a oa tolpet o terc’hel panelloù e brezhoneg hag e galleg asambles gant kevredigezhioù ha dilennidi. Embannet eo bet un tamm a-raok gant DASEN Penn-ar-Bed e oa en aviz serriñ eil klas divyezhek brezhoneg-galleg ar skol. Pezh ne blij ket d’an dud, anat. 24 skoliad a zo er skol Per-Jakez Helias hiziv an deiz hag en tu all da ugent a vo ar bloaz a za, hep mar ebet.
Un tri-ugent bennak a dud a oa en holl, en o zouez an aotroù maer Gérard Daniélou, Jacques Edern anezhañ prezidant Gorre-Leon Kumuniezh ha Maël de Calan, kuzulier departamant LR anezhañ.
Ur sizhun zo e oa bet un dolpadeg er skol dija.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine