« Ja om ‘t Vlamsch » (Ya d’ar Flamankeg!) eo anv ar garta evit ar yezh flamank.
D’ar 14 a viz c’hwevrer e voe sinet ar garta-se gant ur gumun nevez : Zurkel (Sercus e galleg). An 22vet hini ouzh o sinañ eo hag an hini gentañ eus 2021. Panelloù e flamankeg a vo staliet er gumun ha lakaet vo divyezhek ar re e mont-treoù ar bourk. Evit kadarnaat ar sin e vo staliet e kreiz kêr Zurkel ur panell ma vo displeget warnañ, e berr komzoù, palioù ar garta.
E su-pellañ an Izelvroioù, kornôg Beljia hag e pastell-vro Dunkerque e vez komzet Flamankeg-ar-C’hornôg. Ur yezh jerman eo, tost eus an izelvroieg, met pell awalc’h diouti evit ma vefe bet goveliet ur standard all hag ur skritur all gant emsaverien Flamankeg-ar-C’hornôg e Bro-C’hall. Gant an Akademie Voor Nuuze Vlaemsche Taele (akademiezh ar yezh rannvroel flamank) e vez reoliet ar yezh.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Flamankeg-ar-c’hornôg : un 22vet kumun he deus sinet ar garta evit ar yezh”
Je reviens à la charge : une petite traduction serait très appréciée !