Hervez ur sondadeg bet embannet d’an 11 a viz c’hwevrer war ar gazetenn skosad The Scotsman e vefe an tu-kreñv gant ar « Yes » e kenkas ma vefe aozet un eil referendom war dizalc’hiezh Bro-Skos.
53% eus an dud aterset a votfe evit an dizalc’hiezh, 47% a votfe evit chom er Rouantelezh-Unanet.
Hervez ur sondadeg bet graet e miz kerzu e oant 57% evit ar « Yes » avat.
Graet eo bet ar sondadeg diwezhañ etre ar 4 hag an 9 a viz c’hwevrer ha 1002 skosad a zo bet goulennataet. Embannet eo bet war ar Scotsman hag a zo ur gazetenn enep-dizalc’hour.
Hervez ur sondadeg bet graet div sizhun zo e fell d’an hanter eus skosiz e vefe aozet un eil referendom. Dalc’h ar Brexit a zo e kreiz ar jeu rak troet eo kentoc’h skosiz a-du gant Kumuniezh Europa. 62% eus skosiz o doa votet a-enep ar Brexit e 2016, da skouer.
Embannet eo bet gant Boris Johnson ne oa ket e chal aozañ un eil referendom. Eus he zu, Nicola Sturgeon, anezhi ministrez kentañ Bro-Skos, a embannas e oa mennet-start da aozañ un eil referendom « kousto pe gousto » pa vo echu gant enkadenn ar C’horonavirus « ha pa ne vehe ket a-du Boris Johnson gant se ».
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Skos : 53% evit an dizalc’hiezh hervez ur sondadeg”
Bevet Bro-Skos dizalc’h!! … Ha bevet Breizh dizalc’h ivez!!!!