Marteze ne oa ket prest an dud da zeskiñ brezhoneg dre internet rak Edubreizh en deus graet freuz-stal un nebeud bloavezhioù zo. Lañset e 2011 e oa Edubreizh ar MOOC kentañ evit deskiñ brezhoneg, d’ur mare ma kroged da glevet anv eus ar MOOCed. Gant ma teuio en-dro un deiz bennak !
E Korsika ez eus ur MOOC a seurt-se : Aiò e anv. Lañset e miz gwengolo 2019 Aiò a lak an dud da zeskiñ yezh ar vro dre an ober ha dre ar soubidigezh. C’hoari kartoù, deskiñ istor an enezenn, kanañ, seniñ gitar, jardrinañ ha me oar a vez graet e korseg penn-da-benn. Kentelioù klaseloc’h a zo met an darn vrasañ eus ar pezh a zo kinniget war ar « Casa di a Lingua Numerica » a zo kentoc’h obererezhioù e korseg.
Gant ar Cullettività di Corsica e vez arc’hantaet Aiò. War a seblant en deus graet berzh ar MOOC a-drugarez d’ar c’henfinañ ha d’ar rummad kentelioù digoust lañset e-pad ar c’henfinañ rak re a dud a zo ennañ bremañ, ul listenn c’hortoz a zo bet digoret zoken.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine