Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pentelloù : ur porzh war al Liger

Hir eo memor ar pobloù ha sanket don roudoù ar gristeniezh war douar Europa. Pentelloù a zo Le Pellerin hec’h anv e galleg. A-holl viskoazh eo bet ar porzh-se eus Bro-Rez un treizh etre norzh ha su ar c’hevandir. Gwechall e veze treuzet al Liger e Pentelloù gant pirc’hirined a zae da Gompostela. Bremañ e vez treuzet ar stêr mil gwech bemdez gant ur vag-treizh digoust hag a gas an dud hag ar c’hirri-tan en tu-all, da gKoeron. War skoed ar gumun eo chomet Kregin-Sant- Jakez (teir a zo) hag er gumun e vez gwelet an arouez amañ hag ahont, ouzh gourinoù-dor pe ouzh mogerioù zo.

An uzin gwinegr

An uzin gwinegr

Ur gwir blijadur eo gouestlañ un abardaevezh o kantreal war kaeoù Pentelloù. Panelloù titouriñ a zo bet staliet gant ar gumun un tamm e pep lec’h. Gante e c’hell ar valeerien deskiñ istor Pentelloù, ken pinvidik a-drugarez d’al Liger, d’ar mor, d’ar biggi o tremen, d’an ezporzhañ war-du ar broioù tramor.

Er porzh ez eus un uzin gwinegr gozh da skouer. Gwechall e veze kaset ar gwinegr-se da gKayen, e Guyane, evit puraat an dour evet gant ar c’haleourien ! Al listri a chome e kreiz ar stêr-Liger hag an tonelloù a veze kaset war vourzh ha yao d’ar C’holoni !

Met pelloc’h eget ar porzh, war-du ar reter, e c’heller ober ur vrav a bourmenadenn a-hed al Liger betek kanol ar Martinière. Tro-all, e oa diaes d’al listri bras, pounner o fard, merdeiñ war al Liger etre Naoned ha Sant-Nazer. Dav e oa d’ar gapitened merdeiñ diouzh ar sell, en ur c’hlask ober kammigelloù etre ar bankoù traezh ken cheñch-dicheñch d’ar mare-hont.

E 1882 e krogas ar gouarnamant gant chanter kanol ar Martinière, kement hag aesaat tremen al listri. 10 vloaz e padas al labourioù hag a-drugarez d’ar ganol (15km a hirder, 55m a ledander, 6m a zonder) e voe savet porzh Naoned. E 1913 e voe berziet ar Martinière d’al listri pounner o fard a-benn ar fin rak kavet e oa bet ar moaien da ravanelliñ gwelloc’h an traezh el Liger.

Bremañ ez eo kanol ar Martinière ul lec’h pourmen evit an dud. Bigi kozh o verglañ tro-dro d’ar skluz, bigi pesketourien diwezhañ al Liger o vont gant red an dour. Ul lec’h « bugulgan » ez eo ma’z eus unan !

Etre ar porzh hag ar ganol e tremen ar pirc’hirin a-vremañ dre greiz ur goant a gêriadenn : hini La Martinière justawalc’h. Tiez kozh ha renevezet mat o sellet ouzh ar stêr hag ar pradoù-sall, loened o peuriñ, manerioù (diouzh ar c’hiz e voe da chom e Pentelloù evit ar gabinened hag an armatourien). War bord « hent ar rozioù » (« hent ar valtouterien » gwechall) e kaver ur seurt logell er voger graet gant mein ma oa ur gward enni er XVIIvet kantved zoken. Dezhañ e veze paeiet « ur fouas ha 10 blank » gant an nen a felle dezhañ ober gant porzh Launay.

Evit ober anaoudegezh gant kêr bPentelloù dre lenn he fanelloù istor : http://www.ville-lepellerin.fr/circuit-decouverte-du-patrimoine-

Met ar gwellañ tra d’ober eo da gas e diegezh da bourmen er gêr-mañ eus kreisteiz Breizh ur sulvezh bennak, anat !

Al Liger war-du Naoned, diwar kae ar porzh

Al Liger war-du Naoned, diwar kae ar porzh

Skluzh kanol ar Martinière

Crédit photo : breizh-info.com
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Pentelloù : ur porzh war al Liger”

  1. Je n’ai rien compris…

    Moi, je suis un breton du Pays Gallo.

  2. Guillard gérard dit :

    google traduction ne connait pas le breton donc impossibilité de traduire et lire votre article

  3. Maivon ARZUL dit :

    Pour un Tweet, la traduction serait très appréciée ! Merci.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Insolite, Local, Sociétal, Société, ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : un homme veut venir prendre une douche chez vous… et plus si affinité !

Découvrir l'article

Insolite

Serpents exhibés en discothèque. Une plainte déposée en Loire-Atlantique par One Voice

Découvrir l'article

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

NANTES, Politique

Législatives 2024. La liste des candidats en Loire-Atlantique

Découvrir l'article

Sociétal

Législatives : Andy Kerbrat, député LFI sortant de Loire-Atlantique, annonce que le programme du Front Populaire intégrera le changement de sexe à l’état civil, sur simple déclaration en mairie, et sans avis médical

Découvrir l'article

ST-NAZAIRE

Incendie volontaire et coups de feu à Saint-Nazaire : Un appartement visé dans un quartier Ouest

Découvrir l'article

Justice, Local, NANTES, Société

“Différence culturelle” : Milano champion du monde de fraude à l’Urssaf !

Découvrir l'article

Justice, NANTES

Trois jeunes mis en examen pour meurtre à Sainte-Pazanne (44)

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine, Réunification

Quand la toponymie des communes angevines et vendéennes démontre que la Loire-Atlantique c’est la Bretagne

Découvrir l'article

Environnement, Guérande, Sociétal, ST-NAZAIRE

Loire-Atlantique. L’île Dumet, interdite d’accès par la préfecture jusqu’à fin juillet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky