Embannet eo bet gant Recep Tayyip Erdogan, prezidant an Turkia, emañ en aviz reiñ lañs d’ur prosesus a skrivañ ur vonreizh nevez evit Turkia. Kerkent eo bet embannet gant an MHP e oa ali gantañ. Souten a ra ar strollad broadelour an tu-pellañ gouarnamant ar prezidant islamour.
Hervez ar « sultan » e vefe erruet poent skrivañ ur vonreizh « sivil » ha « demokratek » hag a glotfe gant daeoù an amzer da zont.
« Komzoù toull !» eme eneberien Erdogan. Aon o deus e vefe klasket kentoc’h reiñ d’ar vro ur vonreizh islamour, broadelour da vat ha beliek. E penn ar re strafuilhet emañ ar gurded, anat.
Ha peadra zo da gemer nec’h : Devlet Bahçeli, penn bras an MHP a c’houlennas n’eus ket pell zo e vefe berzet « da viken » ar strollad pro-kurd HDP er vonreizh.
« Er vonreizh », na gwashañ tra !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Turkia. Ur vonreizh nevez evit Erdogan”
https://www.lepoint.fr/elections-municipales/municipales-a-venissieux-un-candidat-pro-erdogan-rallie-la-liste-lrem-04-06-2020-2378508_1966.php
https://www.lalibre.be/debats/opinions/erdogan-met-a-prix-la-tete-du-belge-bahar-kimyongur-que-fait-l-europe-opinion-5a83fd53cd70fdabba00f099
Souezhus, n’eo ket ?