Kraouiet e toull-bac’h Arles, ar prizoniad politikel korsad Yvan Colonna a zo o yunañ hep bara na dour abaoe dimeurzh dremenet.
Abaoe bloavezhioù e oa eñ er memes log. Hogen, divizout a reas melestradurezh ar prizon e gas en ur log all a-greiz taol. Pezh ne blijas ket d’ar prizoniad, anat. N’eo ket ar wech kentañ en deus Colonna braoz gant melestradurezh ar bac’hoù. E 2012 dija e oa bet suspedet da glask tec’hout kuit hep ma vefe bet kavet tamm prouenn ebet a-eneptañ. Gounezet en doa ar c’horsad e brosez a-c’houdevezh ha setu eñ adlakaet e Arles (tostoc’h eus Korsika) goude ur prantad kastiz e toull-bac’h Réau e Bro Pariz.
Er mare-mañ ez eus trouz e Korsika diwar-benn ar brizonidi bolitikel a chom en toull-bac’h. An holl o deus traoù da rebechiñ ouzh melestradurezh ar bac’hoù, hervez o mignoned. Disadorn dremenet e oa 2000 manifestour o tibunañ e straedoù Corte evit azgoulenn e vefe kaset Pierre Alessandri hag Alain Ferrandi (izili ar « C’homando Erignac » a-hervez) e toull-bac’h Borgu e Korsika ha tennet dioute ar statud a brizonidi DPS (Détenus Particulièrement Surveillés).
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine