Allindi.com : Penaos e vez lavaret BreizhVod e korseg ?

An holl vrezhonegerien yaouank a anav Breizh Vod bremañ. Al lec’hienn nemeti ma c’hell Yann Brezhoneger sellet ouzh videoioù diwar c’houlenn e brezhoneg eo Breizh Vod. Hogen, bez ez eus e Korsika ar memes seurt lec’hienn : Allindì.com an hini eo. N’eo ket Allindì e korseg penn-da-benn, filmoù ha teulfilmoù e galleg a zo ivez warnañ. Met un toullad a filmoù, berr-filmoù ha videoioù e korseg a c’heller sellet ha danvez a-zibab ‘zo !

Evit ledanaat an dachenn da beuriñ ez eus bet dibabet da lakaat filmoù a sell ouzh Bro-Korsika pe filmoù bet sevenet gant Korsiz met ivez filmoù a-sell ouzh bed ar Mor Kreizdouarel. Setu perak ez eus oberennoù evel « De Chatila nous partirons » (Liban) da skouer. Filmoù troet war ar minorelezhioù a gaver ivez, evel un teulfilm war ar c’hanak Jean-Marie Tjibaou.

Teulfimoù politikel a c’hell bezañ dedennus-kenañ evidomp-ni bretoned, dreist-holl pa vez anv a bolitikerezh. Hini « Quastana Portrait de Campagne(s) » diwar-benn ar politikour broadelour Paul Quastana a blijo d’ar vroadelourien lakomp. Evel e plijo « Corse et Armes », diwar-benn an darempredoù etre korsiz hag an armoù, d’an dudonourien pe d’ar sokiologourien tik gant danvez Korsika.

E korseg hag e galleg eo al lec’hienn hag argantaet eo gant ar C’hCullitivita di Corsica hag an ADEC. 4€/miz priz ar c’houmanant, pezh n’eo ket kaer…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Korsika : « ar c’horseg kenofisiel hag ur steuňv diorren » eme Simeoni

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bastia : 68% eus ar skolidi en ur skol-vamm divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : redet o deus evit o yezh !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Ur chadenn Youtube evit lakaat ar vugale da zeskiñ korseg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Aiò : deskiñ korseg dre internet

Découvrir l'article

A La Une, Culture

BreizhVOD. La langue bretonne a désormais son Netflix

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky