Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

« Moussa » : An emsav evit ar brezhoneg chomet er 80-90’s

« (…) Moussa a vo skoazellet brav gant ur paotr yaouank-kozh o vevañ er Menez Are ; Julian e par ar marv a gavo frealz ha karantez a-drugarez d’ur vaouez deuet d’ober war e dro. »

P’em boa gwelet ar bruderezh evit levr nevez Kristian Braz (Emb. Al Liamm) em boa kredet, da gentañ, e oa ur farsadenn…

Moussa… ar paouerkaezh repuad a vo savetaet gant un den kozh eus Menez Are (hag a oar brezhoneg evel just !)… setu kozh marvailhoù an Emsav. An Emsav war gabac’haat ‘m eus aon.

« Moussa » o trotal er Menez Arre. Met piv an tanfoeltr a c’hello krediñ e seurt sotonioù e 2023 ? Lârit din ?

74 vloaz eo Kristian Braz. N’en deus ket komprenet c’hoazh ? N’en deus ket komprenet eo echu gant ar bloavezhioù 80-90 ? E 1992 en doa sevenet ur film « An Digemer » war ar re a roe bod d’ar repuidi euskarad o tec’hel diouzh ar Guardia Civil hag ar jahin az ae ganti. Met n’eo ket ar memes « repuidi » a zo oc’h aloubiñ Breizh bremañ, Kristian ! Ne dec’homp ket ouzh ur guardia civil bennak met ouzh ar baourentezh hag ar stlabez a zo en o bro. Paourentez ha stlabez peogwir ez eus pobloù ha n’int ket evit ren o buhez o-unan. Peogwir ez eus ur c’hevandir en e bezh hag a zo debret e strapenn dezhañ. Dezhañ hag abalabour dezhañ !

N’eus tamm stad berzhek ebet en Afrika ha n’eo ket o treuziñ ar mor evit en em staliañ en Europa hag a cheñcho un dra bennak evit Afrikaniz yaouank. Degas trubuilhoù Afrika en Europa ne lavaran ket.

A-holl viskoazh e vo ar c’hevandir-mañ o tougen ar gouriz-plouz ha mod-se emañ. Ha n’eo ket dre faot ar re wenn !

Chomet eo an emsav evit ar brezhoneg er bloavezhioù 80 ha 90. Ar bloavezhioù « a-enep Le Pen ». Ar bloavezhioù ma kredemp holl « ne vefe ket tizhet Breizh gant krign-bev ar faskouriezh ». Biken !

D’ar mare-se ne oa ket tizhet Breizh gant ar vot Le Pen kar d’ar mare-se ne oa ket tizhet Breizh gant krig-bev an enbroerezh ! Ha setu perak ne vote ket Breizh evit an FN. N’eo ket peogwir e oa ar Vretoned « degemerusoc’h eget ar re all » e-giz ma kredemp. Bremañ ez eus Afrikaned e pep lec’h e Breizh ha partiet ar c’hudennoù, ar felliezh, an disurentez. Ha ne fell ket d’ar Vretoned e vefe « afrikanized » pe « islamizet » o bro.

E Komana, e kreiz Menez Arre aze, e 2022, he deus Marine Le Pen tizhet ar 47,05% eus ar mouezhioù en eil tro (a-boan 30 mouezh nebeutoc’h eget Macron). E Lokmaria-Berrien e voe 33,4%. 41,19% e Brasparz, …

Echu eo gant an « nemedenn breizhad » ! Hag echu da vat !

War peseurt planedenn emañ Kristian Braz eta ?

War planedenn ar c’haochisted kozh, ar voomerien ha n’o deus ket komprenet ez eus ur faskouriezh nevez en Europa met n’eo ket an hini o doa ijinet. An hini o doa huñvreet ‘barzh marteze…

Breinet eo an emsav evit ar brezhoneg gant ar gaochism. Gant an dinac’h !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “« Moussa » : An emsav evit ar brezhoneg chomet er 80-90’s”

  1. Hervé Brétuny dit :

    re wir eo maleurusament ha tudou evel se a zo AN emsav . difennet eo e barz an emsav pa z omp ket a du gant gauchisme .

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky